Penaos ober a-benn embann keleier fall ?

Publié le

Gouzer mar a-walc'h n'eo ket aes atav embann keleier fall d'unan bennak. A-wechoù e klasker flouraat ar c'hehel gant farsadennoù pe gerioù jentil. A-wechoù all e klasker aozañ an nen en ur lavarout "Azez 'ta, un dra a-bouez am eus da lavarout dit". Penaos ober dre skrid ? N'ouzon ket tamm ebet, met setu penaos a reas ur skrib e Bloazdanevelloù Enezfallen (The Annals of Inisfallen), er bloavezh 947:

Duilend do nim for altoir nImblecha Ibair ocus in t-én do labrad risna doenib, ocus inganta ile archena isin bliadainse ; ocus Bláccair, rí Gall, do marbad.

"Un delienn [a ziskennas] eus an neñv war aoter Imlec'h Ibuir hag an evn a gaozeas gant an dud, ha boemoù all ouzhpenn [a c'hoarvezas] a-hed ar bloavezh ; ha Bláccair, roue Gall, a lazhjod."

Soñjet em eus e oa an troc'h etre ar bed hudus ha er fin lazhadenn ar roue eus ar c'hentañ.

A-hend-all e weler a-walc'h an naskoù etre henouezeleg ha brezhoneg amañ, dre'r geriaoueg dreist-holl. N'eus ket kalz a verboù displeget - siwazh! - er bloazhdanevelloù, dreist-holl re penn-kentañ ar gKrennamzer. "Gall" amañ a dalvez kement ha "Viking". En Iwerzhon evel e Breizh, ar ger-se a servijas d'envel meur a dud estrenn.

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article