Wikimédia ha Yezhoù Bro-Frañs

Publié le par Fañch Gallig

Aet e oan Disadorn tremenet d'ur c'hendael aozet gant Wikimédia France* a-zivout "Langues de France et le projet Wikimédia" ("Yezhoù Bro-Frañs ha raktres Wikimédia"). Bez e oa ar pal gant tud Wikimédia lakaat aktourien hor yezhoù a-gevred ha kinnig dezho o biñvigoù evit ma vo diorroet bezañs ha plas yezhoù ar Frañs war ar rouedad.

Edo tud a bep tu aze, ha tud a-leizh : Bro-Elsas, Broioù Okitania, Bro-Lorraine, Breizh ha lec'hioù all.

Dileuriad an Délégation générale à la langue française et aux langues de France a zigoras ar gomz gant ur pemzek munudenn bennak a-zivout labour e venestradurezh. Fentus - ha tristig - awalc'h, edo e rener en ur c'hendael all diwar-benn "Le français a-t-il encore sa place dans l'entreprise?" ("Hag-eñ ez eus plas evit ar galleg e-barzh an embregerezhioù c'hoazh ?"). Emaomp holl en hevelep chaous, a-benn ar fin.

Da c'houde e oa displeget dimp raktres Wikimedia dre-vras, e skourroù ha penaos kemer perzh. Dedennus e oa, ha dedennusoc'h c'hoazh pa zisplegjod ar c'halloudezh a chome c'hoazh da vezañ diorroet.

Edo unan eus menestradurerien Wikipedia e brezhoneg aze, ha hep mar e oa bet graet gantañ ur pikol mell labour. Dimp-ni da skoazell, bremañ. Rak sklaer e oa raktres an dud a aozas ar c'hendael : hor c'halonekaat evit ma savfemp raktresoù nevez hag a-benn pinvidikaat ha kreñvaat hor yezh war ar rouedad.

Leveret eo bet dimp ne oa nemet ar c'hentañ emvod, ha spi am eus e vo aozet traoù nevez. En ur c'hortoz ez in da skrivañ pennadoù nevez el linenn !

 

*skourr gall ar strollad Wikimedia a ra war-dro Wikipedia, ar Wikiriadur (szng Wikitionary), Wiki Commons, ha me oar me.

Wikimédia ha Yezhoù Bro-Frañs
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article