Cynwyd di-ddal !

Publié le par Fañch Gallic

Bez ez eus ur blog iwerzhonat a blij din kalz, An Sionnach Fionn (Al Louarn Gwenn) e anv. Hen erbedan deoc'h ma lennit saozneg (http://ansionnachfionn.com/) ; skrivet brav eo ha dedennus-meurbet. Hag atav e veneg e vammennoù, 'pezh a zo a-bouez din.

Ur pennad a lennen ar mintin-mañ a soñjet em eus e oa talvoudus skignañ ar c'hehel. N'eus ket pell 'zo, kêr Cynwyd (e Sir Ddinbych, hanternoz-Bro-Gembre) a oa taget gant unan eus e annezidi evit he folitikerezh yezh. Zoken ma n'eus nemet 20% eus tud Sir Ddinbych o komz kembraeg hiziv e kresk an niver da 60% e parrez Cynwyd. E-pad ar bloavezhioù nevez tremenet ez eus bet an niver a dud o tont a Vro-Saoz o kreskiñ er barrez. Daoust da se e kendalc'has kuzul ar gêriadenn da labourat e kembraeg penn-da-benn, ha d'embann e yezh ar vro hepken. E diwezh miz Du, Ms. Karen Roden, ur saozez nevez erruet, a c'houlennas digant ar c'huzul embann o labour e saozneg ivez ; nac'het eo bet ganto. Mont a reas Ms Roden da glemmañ d'ar c'houarnamant neuze en ur lavarout e felle dezhi kaout keleier divyezhek er gêr, ha un nebeud deizioù 'zo, dindan bec'h al lobbioù hag an ensevelioù eo deuet kuzul Cynwyd da blegañ. Ar gudenn 'zo eo ar c'hembraeg ur yezh vinorel, hag evel gant pep yezh vinorel e yelo ar bolitikerezh divyezhek kembraek-saoznek da vezañ unyezhek saoznek a-benn un nebeud bloavezhioù.

E Skol-Veur Galway tregont bloaz 'zo ne gomzed nemet iwerzhoneg. Ha deuet e oa kelennerien nevez eus ar Stadoù-Unanet ha broioù saoznek all. Ha desket o doa gouezeleg ? Ket, tamm ebet. E-lec'h o doa lakaet bec'h war ar venestradurezh a-benn mont war an dachenn divyezhek. Hiziv an deiz ne vez klevet ha skrivet hogos nemet saozneg war ar c'hampus. Hag an hevelep tra a c'hoarvezo e Cynwyd.

Ijinit 'ta Saozon e Pariz o c'houlenn digant an ti-kêr embann pep tra e saozneg. Respontet e vije dezho, gant gwir abeg, emaint e Bro-C'hall hag e Bro-C'hall e kaozeer galleg. Mat pell 'zo. Met pa vez kaoz eus ur yezh vinorelezh, n'eo ket an hevelep tra, alato ! Perak komz hor yezh vinorel ha didalvoud ma c'hellit komz o yezh vras hag etrebroadel ? Da'm soñj, ma fell da Ms Roden kompren ar pezh a vez embannet gant Kuzul Cynwyd e ranko deskiñ kembraeg. Ha ma ne fell ket dezhi deskiñ kembraeg e c'hello mont en-dro da Vro-Saoz. Arabat goulenn kembraeg en Essex pe er Sussex, hag arabat goulenn saozneg e Cynwyd.

Neuze, mard aint da Vro-Gembre e-pad ar vakansoù, kit betek Cynwyd da gaozeal ar yezh, ha lakait e penn ar saoznegerien an dra se: "Kembre eo, komz a reont kembraeg ha mat pell 'zo !" ("It's Wales, they speak Welsh, get over it!")

Cynwyd di-ddal !
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article