Gàidhlig Dhàil-Riata hag ar Rannyezhoù

Publié le par Fañch Gallic

     Bep ma teskan gouezeleg em eus c'hoant tapout ur pouez-mouezh genidik, hag kaozeal en ur implij ur rannyezh. Daou vloaz 'zo em eus bet an dro da glevout Griogair Labhruidh, ur c'haner hengounel (ha rap!) eus a vBaile a' Chaolais, o kaozeal hag o kanañ e gouezeleg Earra-Ghàidheil1. Ken brav e oa, ha ken flour ha doun e gaoz ma oa divizet ganen e kaozein gant pouez-mouezh Earra-Ghàidheil. En ur zistreiñ da Vro-Skos ar bloaz-mañ em boa amprestet levrioù evel Folk and Hero Tales from Argyllshire (renet gant an Aotrou Archibald Campbell, dastumet gant J. MacDougall, 1891) ha klasket penn da vammennoù all a-benn deskiñ muioc'h diwar-bouez ar rannyezh-se. Ha setu pa gavis raktres Droitseach ha stourm Àdhamh Ó Broin. Eus ag Earra-Ghàidheil eo-eñ, ha klask a ra adsevel ar pezh a anvas Gáidhlig Dhàil-Riata («Gouezeleg Dalriata»), a veze komzet n'eus ket pell 'zo e mervent Earra-Ghàidheil. Hiziv ne chom nemet ur c'haozeer a-vihanik hag Àdhamh hag e dri bugel o kaozeal ar rannyezh-se, met spi o deus e vo treuzkaset. Setu penaos e oa kroget e-barzh ar raktres Gáidhlig Dhàil-Riata (http://dalriada.scot/), hag a glask adsevel ar rannyezh-se, ha raktres Droitseach (http://droitseach.blogspot.co.uk/), a glask difenn rannyezhoù ar gouezeleg skosat a-bezh.

     Hervez Àdhamh, enebour brasañ ar gouezeleg bremañ n'eo ken ar saozneg met kentoc'h gouezeleg «Mid-Minch», hini ar skolioù a zo leun a troioù saoznek ha hep blaz, paneve hini ar saozneg. Ha n'on ket evit mont a-enep dezhañ. Heuliañ a ran kentelioù gouezeleg er Skol-Veur el live uhelañ. Edo pep hini em c'hlas er skol divyezhek panevedon, dreist-holl dre soubidigezh. Evel tud Diwan, neuze, an holl a gaoz gouezeleg flour ha kalz flouroc'h egedon. Hogen n'eus nemet ar re gant kerent hag a gaoz gouezeleg o deus ur blazig, hag ar re all o deus ur pouez-mouezh saoznek – ar pezh a glever a-hed hag a-dreuz Bro-Iwerzhon ivez. Ha chalusoc'h c'hoazh, n'o deus na droioù-lavar na c'heriaoueg paneve da c'herioù ar skol ha gerioù pemdeziek – ha n'o deus heñvelsterioù ebet evit ar gerioù se. Neuze, pa'z implijan gerioù Earra-Ghàidheil n'on ket komprenet tamm-ebet, zoken mard eo kavet ar gerioù se e kalz levrioù, pep geriadur ha c'hoazh e komz an dud e Mervent ar Vro. Penaos lavarout, goude-se, eo ken pinvidik ar gouezeleg hag ar saozneg? Penaos respont d'an dud a lavar eo klotoc'h ar saozneg ma n'eo ket ar c'houezelegerien yaouank evit kaozeal ur yezh binvidik? N'eo ket faot an dud yaouank se ma n'anavezont ket ar gerioù, ma n'o deus ket ar pouez-mouezh ha ma n'o deus ket kalz a lavarennoù. Met talvezout a ra ne oa desket ganto er skol nemet gouezeleg brizh. E galleg, n'implijan gwech ebet kalz a c'her a anavezan, hag int implijet gant tud all, lec'h all. E brezhoneg ivez, zoken ma lavaran «dillo» pe «buan», e komprenan «fonnapl», ha zoken ma lavaran «kaozeal» e komprenan «komz» ha «safarat». Normal eo, neketa ? Met e Bro-Skos n'eo ken splann, siwazh. Hag e Breizh, neuze ?

     Seblant a ra deomp e ya gwelloc'h ganeomp. Er skolioù e vez desket doareoù disheñvel da lavarout an traoù («lâret»/«lavarout»; «komz»/«kaozeal»; «hiziv»/«hirio»; h.a.), ha gwech ebet n'em eus bet kudenn da vezañ komprenet gant tud yaouank, nemet pan implijan gerioù lec'hel-lec'hel evel «kroaz-Doue» («lizherenneg»), «kon» («chas») pe «hemolc'h» («chase») - normal eo neket bezañ komprenet aze, ha n'eus nemet din implijout un heñvelster. Hogen ez eus daou dra am chal bepred pa kaozean brezhoneg gant tud yaouank, ha dreist-holl gant tud o doa desket er skol: ur pouez-mouezh gall spontus o deus hag ur yezhadur diazezet-kreñv war ar galleg. Gwir eo o deus lavarennoù hag ur geriaoueg pinvidik a-walc'h, met diaes eo din gouzañvañ ar gallegaj. Brav-meurbet eo ar galleg, met n'eo ket ar brezhoneg. Pan eo distaget ar brezhoneg evel ma vefe galleg, n'eo ket ken brav – vil eo, da lavarout ar gwirionez. Hag ar yezhadur! Gast alato! Kaozeet em eus endeo diwar-benn implij an dro-c'henel («kazh an ti» ha neket «*ar c'hazh deus an ti»), ha kavet eo gant traoù all evel urzh ar gerioù (ober a ra kalz tud gant rener-verb-renadenn e-lec'h implijout pinvidigezh ar gevreadurezh vrezhonek). Ur wech ouzhpenn, n'eo ket abalamour d'an deraouidi pe d'ar skolidi e vez kaozeet brezhoneg mod-se. Abalamour d'an endro gallek, evel-just, met ivez abalamour d'ar gelennerien ha d'ar meizad n'eo ket ezhomm distagañ ar brezhoneg mat pe deskiñ ar yezhadur. Diskouez a reas an enklaskoù war an deskadurezh dre-soubidigezh n'eo ket trawalc'h an hentenn-se da grouiñ kaozeerien heñvel ouzh kaozeerien a-vihanik (Ellis, 1994: 226; Dörnyei, 2009: 270-1). Ret eo pouezañ ivez war ar yezhadur, ha kelenn un doare genidik da gaozeal.

     Klaskit lakaat estrenien da selaou ouzh ar brezhoneg komzet er skinwel pe er skingomz. Klevout a riot an hevelep tra bewech: «Seblant a ra bezañ galleg, n'eo ket avat, kwir?» Ha se eo ar yezh hor beus c'hoant Breizh da gaozeal? Chañsus a-walc'h omp gant hon doare skrivañ a vez gweüs a-walc'h da skrivañ hogos e pep rannyezh, ha gwenedeg zokennoc'h. Ha setu perak eo ret pouezañ war an deraouidi evit implijout hor rannyezhoù. Mat eo da ziwall hor yezh, met ivez da binvidikaat ar yezh a vez kaozeet hiziv, hag ar yezh a gaozeimp warc'hoazh. Hiziv an deiz ez eus doujañs c'hoazh ouzh ar rannyezhoù, ha klask a reer o diwall. Chomomp war-evezh avat, rak bez ez eus un tech gall ennomp hor lak da soñjal eo ur yezh greñv ur yezh unvan hag unton.

     Spi am eus e soñjo ar Skosiz er pezh a lavar Àdhamh Ó Broin. Ha spi em eus e tiwallimp-ni hor rannyezhoù. Mod-se, d'ar re a lavar «n'eus ket ur ger e brezhoneg evit pep ger a zo e galleg» e c'hellomp respont «nann, n'eus ket – evit pep ger a zo e galleg hor beus daou pe dri».

______________________________________________

Mammennoù am eus meneget ha traoù all:

-Campbell, Archibald, ha J. MacDougall. 1891. Waifs and Strays of Celtic Tradition III: Folk and Hero Tales from Argyllshire (Londrez: David Nutt).

-Dörnyei, Zoltán. 2009. The Psychology of Second Language Acquisition (Oxford: Oxford University Press).

-Ellis, Rod. 1994. The Study of Second Language Acquisition (Oxford: Oxford University Press).

-Lamb, William. 2011. “Is there a future for regional dialects in Scottish Gaelic?”, FRLSU Colloquium 3. PowerPoint kavus war academia.edu.

-Ó Broin, Àdhamh. 2014. Gàidhlig Dhàil-Riata, a short introduction. Kavus el linenn digoust.

_________________________________________________

(1) Earra-Ghàidheil, distaget [ara c'he:yl], a vez anvet Argyll e saozneg. E Mervent an Uheldirioù eo, ha ebarzhiñ a ra inizi Cola (Coll), Tiriodh (Tiree), Ìle (Islay), Diùra (Jura), Muile (Mull), Colbhasa (Colonsay), Lìos Mòr («Liorzh Meur», Lismore) hag an douar-bras eus Cinn Tìre (Kintyre) en tu-dehoù betek An Linne Dubh («Al Lenn Du», Loch Linnhe) en tu-kleiz, ha Loc'h Laomainn (Loch Lomond) er Reter.

Un droidigezh eus Earra-Ghàidheil a c'hellfe bezañ "Arc'houezel" [arxwe:l].

Kartenn Earra-Ghàidheil.

Kartenn Earra-Ghàidheil.

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article