Unnek Kad a reas Breizh

Publié le par Fañch Gallic

Unnek Kad a reas Breizh

Pell 'zo n'em boa ket kaozeet diwar-benn ul levr. Sed unan a vo dedennus d'ar Vretoned avat : Onze batailles qui ont fait la Bretagne, dindan renerezh Dominique Le Page (Skol Vreizh, 2015), 360 p., 27€.

Ledan eo ar maread kaozeet diwarnañ, gant unnek pennad a-hed tost daou vil bloaz : Kaezar a-enep ar Wenedis (56 a-r. JK), Kadoù Ballon ha Jengland (845 ha 851), Kad an Alre (1364), Kad Sant-Albin-an-Hiliber (1488), Diskenn ar C'honk Leon (1558), Kad ar C'hraon (1592), Diskenn Gameled (1694), Dilestradeg Giberen (1795), Kad Dixmude (1914), Emgann an Atlantel (1940-1944) hag Emgannioù Sant-Marc'hell (1944).

Hiziv an deiz eo kemmesket an istor gant an eñvor re-alies ha n'eo ket aes atav ober ul labour dereat hep chalañ den pe zen, pa n'eo ket ur gevredigezh. Sklaer ha splann a ra al levr-se, o tispartiañ an istor hag ar mammennoù diouzh an eñvor a chom e spered ar Vretoned c'hoazh. E pep pennad e vez displeget endro ha dibunadur ar gad, heuliet gant ur gaoz diwar-benn an doare ma oa gwelet gant ar rummadoù da heul. Re-vat e ouzer pegen gwiridig eo kadoù evel an Alre pe Sant-Albin. Mod-se eo dibabet mat titl al levr : diskouezet eo penaos e reas ar c'hadoù-se istor Breizh, ha penaos e reont c'hoazh hor bro dre goun an dud.

Unnek Kad a reas Breizh

Publié dans Dezrannou

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article