Dezrann : Le Livre Bleu de la Bretagne

Publié le par Fañch Gallic

Ar gerioù islinet a zo troet/displeget en traoñ (gerioù nevez, pe ral).

 

Resevet em eus dre bostel (n'ouzon ket gant piv na perak ^^') un nebeut deizioù 'zo ul levr berr anvet Breizh, le livre bleu de la Bretagne. Histoire abrégée de la Bretagne gant Louis Melennec, gant an izeltitl «Charte pour une Bretagne indépendante et souveraine» («Karta evit Breizh dieub ha damani»). Dedennet e oan diouzhtu evel-just, ha me ha krog e-barzh. Setu amañ va dezrann.

Dezrann : Le Livre Bleu de la Bretagne

Notit : pa tennan ur rann eus an destenn e skrivan evel ma'z eo, gant al lizhiri tev, bras, hag all. Troet eo bet pep arroudennad eus ag ar galleg d'ar brezhoneg (evit ar re a n'ouzont ket galleg... C'hoarvezout a c'hellfe), met a-wechoù n'eo ket gwall brav pe reizh rak teknikel tre a c'hell bezañ yezh Molière.

 

Diouzhtu pa welis an izeltitl e voen disfizius : skrivañ istor ur vro gant ur soñj politikel a zo arvarus, ar re a oar Skol an Trede Republik a gompreno. Pe skel eo*, kroget on e-barzh hep bezañ re nac'hus. «Louis Melennec, docteur en droit et en médecine, diplômé... blablabla», ur paotr sirius, desket ha... «COMMENT LA BRETAGNE A ETE ENVAHIE, DETRUITE, COLONISEE PAR LA FRANCE» (skrivet evel-se, bras, tev, wao !). Ma! Broadelour on, ez wir, hag a-du on gant ar gerioù a zo implijet aze, hogen e oan lakaet diaes ganto. Kreñv, dreist-holl e penn kentañ ul levr «istor». Goude e vez kavet un dornad citations introductives («arroudennadoù digoradel») gant politikerien, skrivagnerien, hag all, ha rannoù anezho lakaet e pikol lizhiri tev. E-kreiz ar bajenn 16 e vez lavaret diwar-benn Bro-C'hall : pays qui fut en guerre contre tout et tous pendant une grande partie de son histoire, d'une manière pathologique («ur vro hag a vrezelas a-enep pep tra ha pep bro e-pad ar muiañ eus e istor en un doare kleñvedek»). Sen, da gentañ, ne blijas ket din. Bro-C'hall a zo ur vro, n'eo ket un den. Lavarout a c'heller meur a dra nac'h diwar-benn hi doareoù politikel hag hi istor, hogen n'eo ket un hinienn. Ar skrivagner a lavar ne oa ket eus Bro-C'hall a-viskoazh, ha krouet e oa ar vro-sen tamm-ha-tamm, met hi zaolenniñ a ra-eñ evel ur vro unaned a-viskoazh gant hi bolontez (hag hi c'hlañvded). Kudenn gentañ. Hag ouzhpenn, mard eo «kleñvedek» an doare gall d'ober ar vrezel, komzomp diwar-benn ar re all : Bro-Saoz eus penn-kentañ ar Grennamzer betek an XIXvet kantved, Bro-Iwerzhon ha Bro-Skos a-hed ar Grennamzer, ar Stadoù-Unaned abaoe ma oant dieub, Bro-Alamagn abaoe an Henamzer... N'eo ket piaouek da Vro-C'hall, graet e vez gant pep bro. Bro-C'hall a oa eus ar re greñvañ, neuze e reas un tamm muioc'h marteze. Netra dreist-ordinal amañ avat. Ha n'eo ket holl : pajenn 18 e vez lavaret e nac'h Bro-C'hall reiñ Bro-Naoned dimp adarre avec une obstination digne d'un pays totalitaire («gant ur c'hilpennad a vro-hollveli»). Wow ! Sioul, a vab ! C'hoant am eus Naoned e Breizh, kavout a ra din eo sot ha brein tud Pariz, n'int ket Staline avat. Hag evel-just, en tu all eus a Vor-Breizh emañ o chom tud a-feson : Les Anglais n'ont jamais cultivé l'absurdité de considérer que les Ecossais, les Gallois, les Irlandais appartiennent à la même nation qu'eux. Les Français l'ont fait [...] («Biskoazh o doa bet ar Saozon ar soñj diskiant e vije ar Skosis, ar C'hembreis pe an Iwerzhonis eus ag an hevelep bro hag int-o-unan»). Gwir eo. E-lerc'h ober sen o doa klasket distrujañ pep tra e sevenadur ar broioù-sen... N'int ket jentil-meurbet, ar Saozon.

Ne gaozein ket eus ar ger génocide brito-vendéen («gouennlazhadeg breizhek-vendeek») hag a zo breudvellek a-walc'h. Reiñ a ra ton al levr, alato !

Goude sen e vez un Introduction à la réédition de 2013 par Louis Melennec, teiryezhek (galleg, brezhoneg, alamaneg... perak alamaneg ha ket saozneg ?). Evel-just int hiroc'h e galleg hag en alamaneg, emañ ar brezhoneg aze d'ober brav.

Hag er fin, adalek ar bajenn 32 betek ar bajenn 82, «Istor Breizh». «Istor». Pep divoud ennañ a zo gwir, eus ar pezh a ouzon-me. Met pep steradur 'zo arvarek. Perak ? Peogwir ne fell ket d'ar skrivagner diskouez istor Breizh, kentoc'h diskouez perak omp-ni gwelloc'h eget ar re all (ha dreist-holl ar C'hallaoued), ha pegen brav, fin ha divis eo ar Vrezhoned. Evel-just e krog Louis Melennec gant ar Gelted ha kozhni hor pobl (koshoc'h eget ar C'hallaoued, anat deoc'h). Pep tra 'zo brav en ur bed a-feson betek ar Vvet kantved, hag ar Franked. Breizh, a-raok bezañ aloubet gant Bro-C'hall, a oa ur Vro résolument pacifique («habask-kenañ», p.17). Ha gant ar Franked e tarzhas ar reuz. N'eo ket lavaret penaos e oa pep bro eus a Vreizh oc'h en em gannañ an eil a-enep eben. Gwir eo pa erruas ar Franked e troas ar Vrezhoned o nerzh a-enepto, evel ma reas an Iwerzhonis pa erruas ar Saozon, met ne cheñch ket ar fed m'edomp o lazhañ an eil egile. Hag ar skrivagner da bouezañ war ar gasoni etre an div bobl. Ar ger haine («kasoni») a vez implijet div wech da zisplegañ an darempredoù etrezo, evel m'en defe c'hoant ar skrivagner lavarout : «Enebourien omp dre-anien», ha anvet eo Bro-C'hall l'adversaire haï («an enebour kasaet», p.53). Ne blij ket din an dra-sen, liv ar ouennelerezh warnañ.

Ar gaoz a ya er bajenn 38 war ar Stad Vrezhon. Lavaret e vez (gant gerioù brav) pegen brav ha demokratel eo Breizh er Grennamzer, gant un Dael, ur C'huzul, un Duk ha n'eo ket hollveliek. Hag evel-just, n'eo ket evel-sen e Bro-C'hall. Bhuel... Kit da welout ho levrioù istor. Er Grennamzer, Bro-C'hall hag ar muiañ eus ar broioù tro-dro o doa ur Roue, un Dael, ur C'huzul. Galloudoù a-leizh en doa ar Roue, evel-just, hogen ne c'helle ket ober n'eus forzh petra. Ar galloud e Bro-C'hall, Breizh ha Bro-Saoz etre ar XIVvet hag an XVvet kantvedoù a ya war-greñvaat**. Aloubet e oa bet Breizh e 1488, ha neuze gour na oar ar pezh a c'hellje bezañ c'hoarvezet ma vije chomet digabestr. Marteze, evel e Bro-C'hall, e vije deuet da vezañ hollveliek galloud an Duk. Marteze ket. Lavarout eo stagadur Breizh ouzh Bro-C'hall ur régression de plusieurs siècles («digreskadenn war meur a gantved», p.43) 'zo sot peogwir e oa Bro-C'hall en ur gemmañ, ha ne oa ket ar Roue hollveliek a-raok fin ar XVIvet kantved.

 

Da heul eo kaoz eus an unvaniezh etre Breizh ha Bro-C'hall. Dedennus a-walc'h eo, dreist-holl e-keñver ar gwir etrebroadel, ha n'eo ket ken taer ha sen. Kaozeet eo ivez diwar-benn an deskadurezh gall en deus lakaet er-maez istor ha sevenadur Breizh : traoù anavezet bremañ, met a-bouez. Ha lavaret eo pep tra diwar-benn poan hor pobl adalek an Dispac'h Gall. Gant peseurt gerioù avat ! Keñveriet eo soudarded an Dispac'h gant Nazied (poent Godwin !), pajennoù 56, 58 ha 82. Ha sen 'zo sot-meurbet. N'eo ket gwashoc'h ar pezh a zo bet graet gant ar Republik, ha n'eo ket gwelloc'h kennebeut eget ar pezh a oa bet graet gant an Nazied : n'eus ket eus a zerezoù en torfedoù-sen. Gwir eo ne vez ket kaozeet eus torfedoù ar Republik e Breizh, gwir eo ivez ar pezh a lavar ar skrivagner er pajenn 62 : La France réussit [...] à faire passer [les crimes de la Révolution] pour négligeable («Deuet eo a-benn Bro-C'hall da dremen torfedoù an Dispac'h da fedoù dister»). A-bouez lavarout. Met mont da geñveriañ gant an Eil Brezel Bed ? Ur c'hoari genaoueg.

 

Dre-vras, ton al levr 'zo arvarek. Ur vro divis eo Breizh, o chom enni tud kalonek, kaer ha mat, ha distrujet eo bet o vertuzoù gant ar C'hallaoued, tud vil ha digalon dre-anien. Moc'hajoù. An Doueed a oar e vez loc'h ennon bemdez pa lavaran on Brezhon. Ha gwir eo, ar Stad C'hall en deus damzistrujet hor sevenadur hag hor yezh, kuzhet hor istor ha dismegañset hor hendadoù. Ha gwir eo, c'hoant am eus Breizh da vezañ dieub. Met ne fell ket din implijout an hevelep doare hag ar re a oa implijet gant ar Stad C'hall enepdomp. Kanañ meuleudiñ d'ar Vrezhoned, kanañ pouilh d'ar C'hallaoued. Tost gouenneler eo al levr. N'eo ket «ar C'hallaoued». Ur Stad eo, ur Stad krouet a-hed un istor, gant hi berzh hag hi droukverzh. Ar Vrezhoned n'int ket gwelloc'h eget ar re all. Marteze, m'hor bije bet tro, aloubet e vije bet broioù 'zo ha lazhet pobloù ganeomp. Piv a oar ? N'on ket broadelour peogwir int sot ha vil ar C'hallaoued, ha fin ha brav ar Vrezhoned. Broadelour on peogwir e soñj din eo gwir hor pobl dibab hi dazont hag en em ren. Ha ne blij ket din al levrioù hag a zifenn hor gwir en ur implijout armeoù an enebour. Hag an enebour n'eo ket ar C'hallaoued. Sotoni, kasoni ha dismegañs : setu an enebour. Hini tud 'zo e Bro-C'hall, hini tud 'zo e-lec'h all, e Breizh zokenoc'h.

Da glozañ, kaozeal a rin eus un dra hag a vez e-barzh pep prezegenn breizhad a-vremañ : Europa. Les Bretons, soulignant qu'ils sont profondément européens - l'ayant toujours été au cours de l'Histoire, sachant que leur salut est l'Europe, et non la France («Ar Vrezhoned, o c'hourverkañ int Europeis a-zon - ha bepred int bet a-hed an istor rak gouzout a ouzont e vez o silvidigezh gant Europa, ha neket gant Bro-C'hall», pp.87). Ha gwir eo ? Abaoe peur ? Ne oa ket eus keal Europa ez wir a-raok an XVIvet kantved, ha goude sen ne gred ket din e soñje ar Vrezhoned "Ni 'zo europaeis !" Pegen brein. Gwir eo ne gredan ket en U.E. peogwir n'em eus ket c'hoant kaout Berlin pe Brusel e-lerc'h Pariz, kentoc'h c'hoant am eus Breizh da vezañ dieub da-vat. Zoken pa kreder en U.E. avat, arabat adskrivañ an istor ha lakaat an dud da grediñ e oa eus Europa abaoe ar Geneliezh ! Graet e vez sen er skolioù gall, ha ken heugus eo eget kentelioù "istor" an Trede Republik. Ur ger 'zo e galleg evit an dra-sen : révisionisme, adskrivañ an istor a-benn lakaat an dud da grediñ en ur soñj ha n'eo ket gwir.

An diwezh, pp.82-92, anvet "Chapitre Annexe", 'zo mat a-walc'h, un tamm finoc'h a soñj din. Nag un truez eo n'eo ket ton al levr a-bezh.

O, ha n'eus ket eus ul levrlennadur. E-barzh ul levr "istor" n'eo ket gwall sirius. Mammennoù, mar plij !

 

Setu aze ar pezh a soñjin. Ne blij ket din an dud a implij an istor pe ar sevenadur a-benn difenn arguzennoù politikel brein - dreist-holl pa tifenner traoù a-bouez evel frankiz hor pobl. Ar gwir 'zo gant ar skrivagner war sen : Breizh a rank bezañ dieub. Sot eo an doare e implij a-benn diskouez perak avat.

Lennit Breizh, le livre bleu de la Bretagne ma'z peus amzer. N'eo ket re-hir, ha dedennus eo. Dedennus eo rak diskouez a ra n'ez imp neblec'h gant arguzennoù brein. Evel-just, n'em eus roet nemet va soñj, en un doare taerig a-wechoù marteze : deoc'h-c'hwi da lenn ma'z peus ur soñj hiniennel.

 

 

*eus an iwerzhoneg «Pé scéal é» [pé chkèl é], «n'eus forzh penaos», «anyway», «quoiqu'il en soit». Lavarout a ran an dra-sen alies, ha neuze am eus e lakaet e brezhoneg. An troidigezh rik a vefe «pe istor eo», ha amprestet em eus ar ger scéal («istor», story e saozneg, ha neket history). Mont a ra en-dro en div yezh 'ta ! Gouzout a ouzon, droch on... Pe skel eo.

**ul levr dedennus diwar-benn an dra-sen : Jean Kerhervé, La naissance de l'Etat moderne : 1180-1492, Hachette, Paris, 1998. Bez ez eus kalz a dra e-barzh war Breizh ivez.

 

dezrann : critique/critic, analyse/analysis.

arroudennad : citation/quote.

breudvellek : polémique/polemical.

steradur : interprétation/interpretation.

hollveliek : absolu/absolute.

bhuel (iwerzhoneg) : eh bien/well (excl.).

levrlennadur : bibliographie/bibliography.

Publié dans Dezrannou

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article